quet memes an hano-se, rac me am eus persecutet Ilis an Autro Doue. »
N’en deus quet a desteni muy sclær. Cals eus an testo citet gant an Abostol a voa beo en amser ma comse. J. C. a voa en em discoet c’hoas d’ar Vadelen, d’ar groaguez santel, d’an daou disquibl Emmaüs. Ar Scritur a lavar sclær penaus an Ebestel ne voant quet disposet da gridi resurrection ho mæstr. Treti a resont a gontadello ar pez o devoa lavaret deze ar groaguez santel pere a voa bet er be, hac ous pere o devoa comset an Ælez. Ar veich quenta m’en em discoeas Jesus, Thomas a voa absant, ha ne c’houlenne quet cridi ar pez a levere an Ebestel all dezàn ; ret e voa dezàn guelet e unan, ha memes laquaat e viziet en toullo an tacho. Jesus ous en em discoe dezàn a lavaras : Evurus, Thomas, ar re n’o defo quet guelet, mæs o defo credet fermamant. Mæs an Ebestel goude bezàn guelet Jesus resuscitet, en em expose ep aon da bep sort danger ; prezeg a reont en creis Jerusalem resurrection ho mæstr divin. Ober a reont miraclo, soufr a reont ar maro evit souten ar pez a leront.
Jesus goude e resurrection n’en em discoeas, eme S. Pêr, nemet d’an testo choaset gant Doue. N’en em discoeas quet d’an dud impi : ne voant quet dign eus ur faveur quer bras, hâ Doue en devoa bolonte da lezel guenemp ar merit eus hon fe, eme Tertulien, evit e recompansi. Rac ar fe-se n’e dise quet a verit, ma vise bet anavezet gant an oll ep distinction resurrection hon Salver. An den-Doue a chomas daou-uguent deiz goude e resurrection gant