a doullas costez Jesus gant un tol lanç. Sortial a eure eus ar gouli goad ha dour evit represanti ar Sacramancho eus an Ilis, pere o deus oc’h oll ners eus ar goad precius a Jesus, scuillet voar ar groas. Un den pinvidic hanvet Joseph d’Arimathie, a c’houlennas hardiamant hac a obtenas digant Pilat corf Jesus evit en sebelia. Nicodem en sicouras da distaga ar c’horf precius dious ar groas, ha d’en laquat er be en devoa groet er garec, hac en peini ne voa bet enteret den ebet. Neuse e lequesont ur mên bras voar ar be, peini a voe cachedet gant ar Judevien, ha goardet. Mæs Jesus evel m’en devoa àn laret e unan, a resuscitas d’ar Sul vintin, an drede deiz goude e varo. E ine a antreas a nevez en e gorf, ha sortial a eure triomphant eus ar be. Pebes joa ! pebes joa ! Jesus a so resuscitet. S. Paul o scriva d’ar bobl a Gorinthe, ch. 15, a lavar «: Proposi a ràn dac’h, ma breudeur ; an Aviel am eus annoncet oc’h eus recevet, en peini e chomfet fidel ha dre beini e vezet salvet, mar bet fidel dezàn evel m’am eus àn prezeguet d’ac’h, ha mar be ferm ho fe ; rac lavaret am eus dac’h ar pez am eus disquet ma unan, penaus hervez ar Scritur eo maro J. C. evit effaci hon pec’hejo ; penaus eo bet sebeliet, ha penaus hervez ar memes Scritur, eo bet resuscitet tri deiz d’ar goude. En em discoet eo da Cephas, goude d’e unnec Abostol, c’hoas da ouspen pemp cant eus hon breudeur, a bere cals so c’hoas beo, darn all so maro. Anfin goude c’hoas en em discoeas da Jacques ha d’e oll Ebestel ; goude an oll eo en em discoet din-me, an distera eus an Ebestel : na veritàn
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/58
Neuz