Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259




РЕDЕNNО

DIOUS AR MINTIN, НА DIOUS AN NOZ.


REMARQ VOAR AR PEDENNO.

Ar pedenno a eller da ober er memes fæçon dious ar mintin, ha dious an noz, nemet ar Bater an Ave, ar Gredo hac ar Gonfiteor a dleer da laret en Latin dious ar mintin, hac en Вrezonec dious an noz : Litanio Jesus dious ar mintin, ha Litanio ar Verc'hes dious an noz.


Act a fe voar bresanç Doue.
MA Doue, mên gred fermamant
Penos è oc’h amàn presant ;
Rac se gant guir humilite
Mên rent homaich d’ho Majeste.

Act a Adoration.
MOc’h ador, Doue ma C’hrouer,
Moc’h ador, Jesus ma Salver ;
C’hui eo ma Mæstr ha ma Roue,
Ha dec’h ôn tout corf hac ine.

Act a Drugare.
M’Ho trugareca, ma Autro,
Dimeus oc’h oll madelezo ;
D’am bezàn crouet, ha prenet,
Нaс en oc’h Ilis recevet ;
D’am bezàn (*henvoas) conservet,
Ha dious peb pirill diouallet.
* Diouz an noz leret hirio.

Act a Ofranç.
QUement a rin, hac a lirin,
A songin, hac a andurín