Pajenn:Catechis, 1817.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
Catechis

toul peini en devoa groet da ober er sonch da enterri Tobi. Goude cals a bedenno, Raguel a lezas an daou briet da bartiàn, a roas deze an hanter eus e vado, a recommandas da Sara henori e zad caër, e mam-gaër, caret e friet, regli e zieguez, ha bezàn ep reproch enpad e buez.

Mam Tobi a sortie bemdeiz voar an huel evit gouzout hac èn a arrue e map ; un deiz er guelas, hac e redas d’en laret d’e dad. Tobi en ur antren a lavaras d’abord e beden, a bocas d’e dad ha d’e vam, hac a gontas deze ar servich vad en defoa rentet deze e gonducteur, bete mont e-unan da glasq an arc’hant da dy Gabelus. Tobi a frotas daoulagat e dad gant ar væstl eus ar pesq ; receo a eure ar guelet. Neuse e lavaras d’e dad proposi d’ar c’honducteur mad-se an hanter eus an treo a voa deut gantàn eus a dy Raguel. Ar c’honducteur santel a lavaras neuse deze : Mên eo Raphaël, unan eus ar seiz Æl a so bepret en presanç Doue. Coezàn a regeont d’an douar ; an Æl o c’hassuras eus oс’h aon, hac a disparissas enpad ma voant prosternet d’an douar.

Lod en pedenno ar bobl fidel.


FIN.