maro ; an hini a debro ar bara-màn, a vevo eternellamant. » Chetu a-se an Aviel. Respetet ha profitet.
IX. QUENTEL.
Voar ar Sacramant a Nouen, Urz ha Priedeles.
G. PEtra eo ar sacramant a Nouen ?
R. Ur sacramant instituet evit ar soulageamant spirituel ha corporel eus an dud clanv.
G. Hac-èn so necesser an Nouen evit bezàn salvet ?
R. Salocroas, mæs dangerus eo mervel epsi.
G. Ar Sacramant-màn hac-èn ra noaz ebet d’ar chorf ?
R. Er c’hontræl rei a ra dezàn ar yec’het, a guef Doue a propos.
G. Hac-èn so permetet gortos an heur divezàn evit receo an Nouen ?
R. Salocroas, ret eo er receo, mar gueller, queit a m’on deus anaoudeguez vat.
G. Petra dle ar с hlanvour da ober enpad an Nouen ?
R. Ober acto a Gontrition.
G. Ha goude an Nouen ?
R. Ancoat treo ar bed màn, ha songeal er Barados.
G. Petra eo ar sacramant a Urz ?
R. Ur sacramant a ro pouvoar d’an