Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
Treguer.

dud a Ilis da exerci ar fonctiono sacr, hac ar c’hraç d’o exerci santelamant.

G. Digant piou e teu pouvoar an dud a Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ.

G. Нac èn so dleet muy a respet d’ar Veleyen evit d’ar re all ?

R. Ya, abalamour ma telc’hont plaç Jesus-Christ.

G. Petra eo ar sacramant a Briedelez ?

R. Ur sacramant a ro ar c’hraç d’ar priejo da vevàn santelamant, ha da elevi santelamant o bugale.

G. Petra represant ar sacramant a Briedelez ?

R. Represanti ra an union-so entre Jesus-Christ hac an Ilis e bried.

G. Hac-èn so permetet d’ar vugale dimezi en despet do zud ?

R. Ar sort dimeïo-se peur-vuyàn ne vent quet binniguet gant Doue.

G. En pe sort stat e renquer bezàn evit receo ar sacramant a Briedelez ?

R. Ret eo bezàn en stat a c’hraç.

G. Petra die daou briet da ober evit en em santifiàn ?

R. En em garet, elevi er fat o bugale, ha bezàn fidel an eil d’e guile bete ar maro.

G. Ar re so goal vuez entreze, petra dleont y da ober ?

R. Choas ur C’hovezour mat, ha goulen ar c’hraç eus ar briedelez.