Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
Treguer.

fæt. 5. Laëres ha forci ar plaço santel. 6. Falsifiàn al lisero a Rom. Rar eo e ve re-all reser vet d’an Tad santel.

Censurio ha Casio reservet d’an Escop.

1. Exerci ar magi, ar sorceres, an divineres, ha consulti ur sort tud. 2. Squei e dad, e vam, e dad coz, e vam goz, e dad caër, e vam gaër. 3. Squei an dud a Ilis pe religius ; dre an œuvr-se e voar excumunuguet. 4. Laquat da gousquet guenac’h ur buguel dindan an oad a ur bloa. 5. Laquat da gousquet er memes guele pot ha plac’h passeet pemp bloas. Ar priejo pere a laqua da gousquet gante bugale tremenet an oad a bemp bloas a gomet ur pec’het reservet. 6. Ar muntr volontær. 7. An avortamant. 8. Ar pec’het a impurete entre ar guerent bete an eil degre eus ar goad, pe guerent aliet memes dre alianç spirituel. 9. Laëres pot pe blac’h. 10. An avoultriach public. 11. Tana dre valiç. 12. 13. Excumunuguen a enep ar ravisserien a vado an Ilis. 14. En nosvesio, mar be ouspen dec a diavez, mæstr ha mæstres an ty hac an oll danserien a goez er c’has reservet, da laret eo, mar deo an dec personaich a diavez eus ur c’hart leo eus an ty. 15. An danso public epad an Offiço divin da Sul ha da Voel, ha goude cuz-eaul. 16. Eva ha rei da eva en hostelerio enpad an Offiç divin, etc.

Casio specialamant reservet.

21. Ar sacrilech, an abus impi evit ar superstition eus ar sacramant adorabl, ar c’hrêm sacr, an oleo, an dour biniguet ; ar pec’het a impurete entre personacho a bere unan a so consacret da Doue ; an dever a briedeles er plaç santel en peini emàn ar sacramant ; hac er me-