Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
Catechis

an absolvenno hac ar censurio a brononç a so nul. An Esquibien legitim a ell rei, lemel ha laquat un termen d’ar pouario a accordont d’ar Veleyen ; gallout a reont reservi an absolven eus a certen pec’hejo pere a henver casio reserved. Malheur da ur Belec a dremen e bouar ; malheur da biou benac a govessa da ur sort Be lec ! Avouet eo gant an oll penaus n’en deus quet a vrassoc’h defaut evit an hini a pouar pe a jurisdiction. Gouir eo penaus ar re a govessa da Veleyen aprouvet na recevont quet bepret ar pardon eus o fec’hejo en defaut da vezàn disposet mad. Petra eta a eller. da laret eus ar re a govessa da Veleyen pere ne dint quet aprouvet ?

Casio reservet.

Dre Gasio reservet e c’hententer certen pec’hejo grevus pe dreize oc’h-unan pe abalamour d’o circonstanço, eus a bere ar pap, an Esquibien a reserv evite an absolven. Ar pap en Ilis universel, an Esquibien pep hini en e Escopti, o deus ar gouir da reservi an absolven eus a certen pec’hejo, hac ar C’honcil a Drant a brononç excumunuguen a enep piou benac a souten ar c’hontrel. Oll bouar an Ilis a so fontet voar an hini a roas J. C. d’an Ebestel ha d’an Esquibien heriterien eus an Ebestel. Ret eo en em derc’hel d’an articl-se eus ar fe, pe renonç d’an env. Chetu amàn an daulen eus ar c’hasio reservet en Escopti-màn.

Casio reservet d’ar Pap.

1. Lazàn, blessàn, goal-dreti ur personaich religius, pe dindan an Urzio sacr. 2. Squei e Escop, e Berson. 3. Ar simoni. 4. Laquaat an tân en un Ilis pe el lec’h-all, pa ve denoncet hac excumunuguet an hini en defe groet an tol-