G. Нac èn so mad o c’hovesiono ?
R. Danger so na reont quellies a sacrilech.
G. Pegouls e anaveer ar re o deus ur propos ferm ?
R. P’o gueler o chanch a vuez hac o quitaat an occasion.
G. Lered din ar voyen da derc’hel mad d’an pes on deus proposet ?
R. Pedi Doue, quittât an occasion, ha terri ar goal habitud.
G. Gred bremàn un act a Gontricion ?
R. Ma Doue mên so glac’haret
D’o pezàn quement offanset,
Abalamour d’o madelez,
D’o Majeste, d’o Santelez.
Mên a protest d’en em viret,
Gant o sicour, ous ar pec’het ;
Specialamant ous ar re
Ma zòn muyàn custum deze.
Ar sacramant a Binigen a so instituet gant on Salver biniguet J. C. evit effaci ar pec’hejo cometet goude ar Vadiziant. Dre an absolven e ve recevet en tribunal ar binigen. Dre-se e consist er Govesion, er Gontrition ; en Satisfaction ar penitant hac absolven ar Belec.
Jesus-Christ a instituas ar sacramant a Binigen goude e Resurrection, pa lavaras d’e Ebestel : « Recevet ar Speret-Santel, ar re a bere o pezo remetet o fec’hejo, e vont remetet deze ; ar re eus a bere o pezo aretet ar pec’hejo, e vont ive aretet. » Ar sacramant a Binigen a