G. Pet sort Contrition so ?
R. Diou sort ; ar Gontrition barfæt, hac ar Gontrition imparfæt.
G. Petra eo ar Gontrition barfæt ?
R. Ar glac’har da vezàn offanset Doue, abalamour d’e vadeles infinit.
G. Petra eo ar Gontrition imparfæt, pe an Attrition ?
R. Ur glac’har da vezàn offanset Doue gant aon rac e justiç.
G. Ha nin a ell bezàn salvet gant ar Gontrition barfæt epquen ?
R. Ya, ma na ellomp quet cavet an absolven.
G. Ha nin a ell bezàn pardonet gant ar Gontrition imparfæt epquen ?
R. Salocroas ep an absolven.
G. Gred un act evit goulen ar chraç eus ar Gontrition ?
R. Ma Jesus dre o Passion,
Reit ur gouir glac’har d’am c’halon,
Нac ur propos ferm da viquen
Da vezàn fidel d’o lezen.
G. Ouspen ar glac’har eta eo ret ive cavet ur propos ferm ?
R. Ya, rac ar propos ferm a so lod eus ar Gontrition.
G. Ar re a bropos bemdeiz en em gorrigeàn ha ne reont quet, hac ii o deus ur propos ferm ?
R. An dra-se so quasi impossibl.