Pajenn:Catechis, 1817.djvu/221

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
Catechis




EXPLICATION.

eus ar Sacramant a Binningen.


IV. QUENTEL.

Voar ar Gontrition.

G. PEtra eo ar sacramant a Binigen ?

R. Ur sacramant a effaç ar pec’hejo cometet goude ar Vadiziant.

G. Pegouls e recever ar sacramant a Binigen ?

R. Pa c’her da goves, mar recever an absolven.

G. Quement a ia da goves hac ii so pardonet ?

R. Salocroas, rac an oll na observont quet ar poëncho necesser evit bezàn pardonet er sacramant a Binigen.

G. Pet poent so necesser evit bezàn pardonet er sacramant a Binigen ?

R. Tri : ar Gontrition, ar Govezion, hac ar satisfaction.

G. Peini an tri phoënt-se eo an necesseràn ?

R. Ar Gontrition.

G. Petra eo ar Gontrition ?

R. Ur glac’har er galon da vezàn offanset Doue, gant ur propos ferm ne deuer quen d’e offansi.