1. a ourgouil, rаc on tad hac on mam Adam hac Eva a falveas deze bezàn hanvel ous Doue. 2. a guriosite, o falveout deze gout ar pez a voa difennet oute. 3. a c'hourmandis, o tibri eus ur froez peini a voa caer da velet ha mad da dibri. 4. a infidelite ; rаc Eva a breferas testeni ar serpant da hini Doue, hac adam hini e briet da Doue memes. 5. a desobeissanç ; rаc dibri a regeont eus ar froez peini o rentas malhurus gant o c'holl bugale. Gloar eta da J. С. incarnet, maro ha resuscitet evit on prenan.
III. QUENTEL.
Voar ar Confirmation.
G. PEtra eo ar sacramant a Gonfiration ?
R. Ur sacramant a ro dimp ar Speret-Santel, ha ners da souten on fe evel christenien barfæt.
G. Нac èn so necesser ar Gonfirmation eVit bezàn salvet ?
R. Salocroas, maes pec'het eo negligeàn d'e receo.
G. piou a ro ar sacramant A Gonfirmation ?
R. An Escop.
G. Perac e ra an Escop ur groas voar an tâl er Gonfirmation ?
R. Evit disque ne dleomp quet ruyàn eus a Groas J. C.
G. Perac e ro an Escop un tolic bian voar ar jod ?