vaximo ar bed ha d’ar pec’het. Ne c’houlennàn heuil nemet Jesus ; evitàn epquen e fell dîn bevàn ha mervel, en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.
Non-obstant ma ve effacet an oll bec’hejo dre ar Vadiziant, ar sacramant-se couscoude a so principalamant instituer evit effaci ar pec’het originel. Doue n’en deus quet groet ar maro ; an den a voe crouet immortel ha hanval ous Doue. Ar maro n’en deo antreet er bed nemet dre anvi an diaoul. Adam, tad an oll, a bec’has, hac e bec’het evel e oll suito a dremenas d’e vugale. Ep ar fe eus ar pec’het originel, eo impossubl compren an den ; mæs dre ar pec’het originel e comprenomp ar sourcen valhurus eus on inclinationo corrompet, eus on panchant d’an drouc, hac on oll miserio er bed-màn. Ar pez a santomp a vras hac a isel, a ners hac a fallantez, a disq dimp sclær penaus eo corrompet on natur ; rac Doue, ar justiç memes, na ell treti erguisse crouadurien capabl d’en anaveout ha d’en caret, ma ne vent quet criminal. An necessite eus ur Redampteur, parconsequant ar fondamant eus on religion santel a so fontet voar ar pec’het originel. Ya, eme S. Paul, an oll o deus pec’het en Adam. Evelse, eme an abostol, eo antreet ar pec’het er bed, hac ar maro dre ar pec’het. An oll Scritur sacr a goms hac a assur ar pec’het originel. Hon Salver biniguet J. С. en deus toret penn ar serpant, evel m’en prometas Doue pa drompas an drouc-speret on mam Eva, ha homàn e friet o c’hober dezàn dibri eus ar froez difennet. Ar pec’het-se a yoa grevus. Bezàn e voa ur pec’het