G. Petra eo ur sacrilech ?
R. Ur brofanation eus un dra santel.
G. Pet sacramant so en Ilis ?
R. Seiz : Badiziant, Confirmation, Pinigen, sacramant an Auter, Noüen, Urz ha Priedeles.
G. Pet eus ar sacramancho na eller da receo nemet ur veich ?
R. Ar Vadiziant, ar Confirmation hac an Urz.
G. Perac na eller receo an tri sacramant-se nemet ur veich ?
R. Abalamour ma c’himprimont en ine ur c’haracter peini na ell quet bezà effacet.
Ar sacramancho eus al lezen nevez a so signo visibl instituet gant on Salver biniguet J. С. evit sanctifian on ineo. Un articl eo eus on fe penaus J. C. en deus instituet ar sacramancho. Seiz a so na muy na neubeutoc’h en Ilis un Doue ; hac ar C’honcil a Drant a brononç excumunuguen a enep piou benac a nac’h ar virionez se. Ar seiz Sacramant-se eo, Badiziant, Confirmation, Pinigen, Sacramant an Auter, Sacramant an Noüen, Urz, ha Priedeles. Ar memes Concil a brononç excumunuguen a enep piou benac a lavaro eo quen din an eil sacramant hac eguiie. Sacramant an Auter eo ar muyan din ; rac compren a ra corf, goad, ine ha divinite on Salver J. C. En eil renq emàn ar Vadiziant evel an necesseràn. En drede an Urz hac ar Confirmaion, abalamour d’ar berfection a reont d’ar