Pajenn:Catechis, 1817.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
Catechis




PEDERVET INSTRUCTION.

Voar ar pez a dleomp da receo.


I. QUENTEL.

Voar ar Sacramancho en general.

G. PEtra dleomp-nîn da receo ?

R. Ar sacramancho.

G. Petra eo ur Sacramant ?

R. Ur sign visibl eus ar c'hraç invisibl instituet gant J. C. evit sanctifiàn on ineo.

G. Peini eo ar sign visibl er sacramant a Vadiziant ?

R. An dour peini a ouelc'h ar buguel, hac a signifi ar c'hraç a deu er memes amser da ouelc'hi an ine.

G. Piou en deus insticuet ar sacramancho ?

R. Jesus-Christ pa voa voar an douar.

G. Penaus e с'hell ar sacramancho rei dimp-nîn ar c'hraç ?

R. Dre verito maro Jesus-Christ.

G. Hac èn a ro Doue e c'hraç da guement a receo ar sacramancho ?

R. Ya, mar o recevont evel ma zeo dleet.

G. Нас ar re o receo indignamant, pessort pechet a reont-y ?

R. Ober a reont ur sacrilech.