Pajenn:Catechis, 1817.djvu/193

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
Catechis


R. Un degout volontær eus ar vertu, hac ul lаchete da ober on dever.

G. Pehini eo ar c'hentàn remed ous ar pec hejo capital ?

R. Praticàn ar vertuyo contræl deze.

G. Pe sort vertu so contræl d’ar superbite ?

R. An humilite.

G. Ha d'an avariç ?

R. Liberalite.

G. Ha d’al luxur ?

R. Chastete.

G. Ha dan anvi ?

R. Carantez.

G. Ha d’ar gourmandis ?

R. Temperanç.

G. Ha d’ar goler ?

R. Douçder.

G. Ha d’an diegui ?

R. Devotion.

Ar pec'hejo Capital.

An ourgouil, ar c’hentàn eus ar pec’hejo caital, a so un istim direglet ac’hanomp on-unan, peini a ra dimp raporti tout dimp on-unan, ha non pas da Doue, hac a ra dimp meprisàn ar re all. An ourgouil eo ar c’hentàn, ar brassàn hac an dangerussàn eus an oll bec’hejo. Bezàn eo pec’het an diaoul ha hini on tad quentàn Adam. Choqui a ra directamant Doue. En eo ar sourcen eus an oll bec’hejo ; en em vescàn a ra er vertuyo memes. Emàn en hevelep fæçon er galon, ma zeo ar c’hentàn beo hac an divezàn maro en den. Mar domin er galon, eo or-