Pajenn:Catechis, 1817.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
Treguer.



XI. QUENTEL.

Voar at pec'hejo capital.

G. Petra eo ur pec’het capital ?

R. Ur viç, ur goal habitud hac ar sourcen a gals a bec'hejo.

G. Pet pechet capital-so ?

R. Seiz.

G. Pere int-y ?

R. Ourgouil, avariç, luxur, anvi, gourmandis, coler ha diegui.

G. Petra eo an ourgouil ?

R. Un istim re vras ac'hanomp on-unan, hac a ra dimp meprisàn ar re-all.

G. Petra eo an avariç ?

R. Un attaich direglet ous mado an douar.

G. Petra eo al luxur ?

R. Ar pec'het infam eus an impurete.

G. Petra eo an anvi ?

R. Un dristidiguez eus a vad on nessàn, dre ma credomp on deus muy a verit evitàn.

G. Petra eo ar gourmandis ?

R. Un affection direglet da dibri pe da eva.

G. Petra eo ar goler ?

R. Un transport violant hac un desir direglet d'en em vengi.

G. Petra eo an diegui ?