D’ar yaou daou-uguentvet goude Pasq, Goël an Asçansion ; an tri deiz diaroc an Asçansion, ar Rogationo, vigel ep yun.
Sul ar Pentecost hac al lun goude, bers. Ar Pentecost a ve dec deiz goude an Asçansion.
Ar Sul quentàn goude ar Pentecost, Sul an Dreindet. D’ar yaou, Goël ar Sacramant ; d’ar Sul goude, diliamant ar Gathedral, evel hini an Ilis pere n’o deus quet a dezio fix. D’ar Sul goude an diliamant, Goël ar Galon sacr a Jesus.
Ar Sul quentàn a viz Here, ar Rosær. An eil Sul, translation sant Ervoen. An drede Sul, Beleguiach J. C. Ar bevare Sul a Here, Goël an oll Esquibien, Beleyen… Ar Sul quentàn a viz Du, Goël ar Relego.
Jesus-Christ Belec souveræn ha Victim assambles, a instituas ar sacrifiç eus an Oferen d’ar yaou Guemblit, hac a roas pouar d’an Ebestel ha d’ar Veleyen da ober ar pez a instituas, da laret eo, da offr ar sacrifiç adorabl. Sacrifiç an Auter ha hini ar Groas a so ar memes sacrifiç. N’en deus naс en env naс en douar sa crifiç muy agreabl da Zoue, muy consolant evit ar gristenien ; rac netra ne deo muy capabl da apaesi coler Doue evit offr dezàn e Vap muyàn caret. Dre ar sacrifiç adorabl e rentomp graç da Doue, e recevomp e c’hraço, an oll soulageamant quen evidomp quen evit an ineo eus ar purgatoar ; rac ar sacrifiç eus an Oferen a offrer da Doue evit ar re veo hac ar re varo. Exceptet an ineo daonet evit pere n’en deus quet a remission, ar fe a disq dimp penaus an ineo eus ar purgatoar a so soulaget dre on pedenno,