Pajenn:Catechis, 1817.djvu/177

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
Catechis


Meurs. 25. An Annonciation… Ar Goel ne ve bers da lun ar C’hasimodo nemet pa en em gaff ar yaou guemblit, guener ar Groas pe ar sadorn Phasq er bempet deiz voarn-uguent a viz meurs.

Ebrel. 25. Procession sant Marc. N’en deo quet bers, mæs asistàn a dleer er procession, hac an deiz-se eo Vigel ; da laret eo, eo difennet dibri quic ; n’en deo quet yun.

Evoen. 23. Yun ha vigel.

24. Goël Yan.

28. Yun ha vigel.

29. Goël Pêr.

Eost. 14. Yun ha vigel.

15. Assomption ar Verc’hes. Goude ar Gousperou, procession evit renouvelli ar vœu dre beini e voe lequeet Franç dindan protection Mari.

Guengolo. 8. Guinivelez ar Verc’hes.

Du. 1. An oll Sænt. Yun en deiz diaroc.

2°. Goël an Anaon. Obligation da glevet an Oferen.

3°. Goël S. Tugdual.

Querzu. 8. Conception ar Verc’hes.

24. Yun ha Vigel.

23. Nedelec, pe Guinivelez on Salver J. C.

26. Goël sant Stephan.

Goëlio mobil.

Da Verc’her ar Meur pe al Ludu, obligation da glevet an Oferen epquen.

Ar Sul Phasq hac an daou deiz goude, bers.

Ar pevarvet deiz goude Pasq, Goël S. Evoen.


Nota. P’en em gaff da lun ur Goël benac eroc peini eo yun, e ve groet ar yun d’ar sadorn, rac ar Sul n’en deo jamæs yun.