Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
Treguer.

çon da henori Doue dre an acto a religion, an devotion, an adoration, ar sacrifiç, an offrand, ar sanctification eus ar Sul, ar beden ; anfin disqui a ra dimp, non pas epquen henori Doue, maes c’hoas an Ælez, ar Sænt, an dud hac an treo consacret da Doue.

Idolatri.

Idolatri a so ur guer grec peini a signifi adori an idolo. Idol a signifi statu pe imaich. Er Scritur sacr ar guer-se so impliget evit signifiout ar fals Doueo ; rac ar Bayanet a adore ar grouadurien ha memes o c’himajo. Doue epquen a dle bezàn adoret ; adori treo-all eo cometi an idolatri. En ur sans e voar idolatret pa lequeer e gonfianç hac e attachamant en treo crouet, evel ma zeo pec’het d’ar re a laquee o c’harantez, o c’hatachamant dominant en henorio, er plijadurezo, er mado eus an douar. An impurete hac an avariçdet a so un indolatri, eme sant Paul ; ha quement se a so un exempl terribl a dallidiguez an dud. Passe m’o defe abandonet Doue, hac en em livret d’o c’horruption, int capabl a bep sort drouc, memes ar re o deus ar muya a anaoudeguez hac a sclærigen.

Superstition.

Ar superstition a so ur pratic inutil pe dangerus er religion, evel ma ve impligea en servich Doue treo inutil, difennet pe ep bezàn autoriset gant an Ilis ; evel ma zeo enep lezen Doue hac an Ilis goellaat dre Oræson, ha bezàn en gortos eus an effejo gant pere ar remed, pe ar pez a rer, n’o deus nep sort raport naturel. Evel ma ve dre varc’hat groet gant an drouc speret, pe memes ep condition groet gantàn, falveout anaveout ar pez a so da dont, collet