Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
Catechis

pe coachet, dre vagi, sorceres, divineres, an arveo, ar voalen, an taonvoez, an dour, an tân, etc. Piou benac a so sot avoalc’h evit consulti ar re a ra micher eus ar sort treo, a so coupabl eus a superstition difennet dindan boan a bec’het marvel dre ar c’henta gourc’hemen.

Ar Sacrilech.

Ar Sacrilech a so ur c’hrim dre beini e profaner an treo santel pe consacret da Doue, evel ar plaço santel, an Iliso, ar chapelo, ar Været, ar C’houencho, ar sacramancho, ar pedenno eus an Ilis, ar Scritur sacr, an Imajo, ar C’hroasjo, ar relego, ar Vessel sacr : an Ornamancho ; goal dreti an dud consacret da Doue, etc. Mæs ar brofanation indign eus ar sacramant adorabl eus an auter eo ar brassàn sacrilech… Piou benac a gar Doue, en deus carantez ous quement tra so en e servich. Doue a buniss alies er bed-màn memes an dud sacrilech.

Eus ar Fe.

Ar Fe eo ar guenta eus an teir vertu theologal, rac bezàn eo ar c’hommançamant a silvidiguez an den. Ar fe a so un donæson, ur sclærigen surnaturel roet gant Doue d’e vugale evit credi a galon ar pez en deus revelet, hac a so proposet gant on mam santel an Ilis. Un donæson eo a drugarez Doue, ha Doue en deus confiet d’on mam santel an Ilis an oll guirioneo a fe : ret eo eta obeissa d’e decisiono. Ar fe en general a gompren an oll articlo ; na ell quet bezàn partaget. Piou benac a goll unan aneze, o c’holl tout, da viana evit ar silvidiguez. Ar fe en particulier eo ar greden eus ar poëncho consideret ha credet separamant. Ar