G. Ha goude beàn savet ha guisquet ?
R. Quemer dour biniguet, ha laret ar pedenno voar an daoulin.
G. Leret ar beden dious ar mintin ?
R. Ma Doue, mên gred fermamant, etc. (en fin ar c’hatechis.)
VI QUENTEL.
Exerciç ur C’hristen epad an deiz.
G. PEtra dleer da ober pa gommancer eur labour benac ?
R. Ober sign ar Groas ha laret : ma Doue, mèn ofr dac’h al labour-màn ; reid voar nezi o penediction, mar plich guenac’h.
G. Petra dleer da laret pa soufrer ur boan benac a gorf pe a speret ?
R. Laret : ma Jesus, mên ofr dac’h ar boan-màn evit henori o maro hac o passion.
G. Petra dleer da laret pa santer un dentation benac ?
R. Laret ep dale, da viana a galon : Jesus, ha Mari ma sicouret.
G. Petra dleer da ober pa santer bezàn coezet en ur pec’het benac ?
R. Ober un act a gontrition ha covessaat quenta ma eller.
G. Petra dleer da ober quent ar repas ?
R. Ober sign ar groas, ha laret : ma Doue, biniguet ar boed peini e c’hàn da