Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
Catechis


G. Pegouls e recever ar Sacramant à Binigen ?

R. Pa c’her da govez, mar recever an absolven.

G. Quement a ïa da govez hac-y so pardonnet ?

R. Salocroas, rac an oll ne observont quet ar Poëncho necesser evid beân pardonnet er Sacramant à Binigen ?

G. Pet poent-so necesser evid {M: -it; C: ivid} beân {M: bezàn} pardonet {C: -nnet} er Sacramant à {M: a} Binigen ?

R. Tri, ar Gontrition, ar Govezion, hac ar Satisfaction ?

G. Pehini an tri phoënt-se eo ar principalân ?

R. Ar Gontrition.

G. Petra eo ar Gontrition ?

R. Eur glac’har er galon da veân offanset Doue, gant eur propos ferm nen deuër quen de offansi.

G. Pet sort Contrition so ?

R. Diou sort, ar Gontrition barfæt, hac ar Gontrition imparfæt.

G. Petra eo ar Gontrition barfæt ?

R. Eur glac’har da veân offanset Doue, abalamour de vadeles infinit.

G. Petra eo ar Gontrition imparfæt, pe an Attrition ?

R. Eur glac’har da veân offanset Doue, gant aon гаc e justiç.

G. Ha-nîn a ell beân pardonet gant ar Gontrition parfæt epquen ?

R. Ya, ma na ellomp quet cavet an absolven ?

G. Ha-nîn a ell beân pardonet gant ar Gontrition imparfæt epquen ?

R. Salocroas ep an absolven.