G. Pessort disposition so red evid beân confirmet ?
R. Red eo beân en stad a c’hraç ha gout er fat ar c’hatechis.
G. Pessort pec’het a gommette nep a ve confirmet en stad à pec’het marvel ?
R. Commetti raffe eur sacrilech, ha ne receffe quet ar Speret-Santel.
G. Pegueit e renquer chom en Ilis goude ar Gonfirmation ?
R. Red eo chom da viana quen nen deve roet an Escop e venediction.
G. Da betra eo obliget ar re so bet confirmet ?
R. Obliget int da difen hardimant caus Jesus-Christ, ha da heuil maximo an Aviel.
1.° Diouall da gontristân ar Speret-Santel dre ar pec’het.
2.° Eur C’hristen confirmet a dle beân eur soudard courajus da Jesus-Christ.
EXPLICATION
eus ar Sacramant a binigen.
IV Quentel.
Voar ar Gontrition.
G. PEtra eo ar Sacramant à Binigen ?
R. Eur Sacramant a effaç ar pec’hejo commettet goude ar Vadian.
E4