Pajenn:Catechis, 1815.djvu/69

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
Treguer.


G. Leret-din ar voïen da evitân poanio an Ifern ?

R. Songeal aliès en Ifern, hac evitân ar pec’het marvel.

G. Petra eo ar Barados ?

R. Eur plaç delicius hac a evurusdet eternel o voëlet Doue faç ous faç.

G. Petra so red da ober evid mont dar Barados ?

R. Observi Gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis.

PROFIT.

1.° Peguen dangerus eo diferi ar gonversiom betec ar maro.

2.° En em jugea bemde dre an examen à gonscianç.

3.° Petra eo beân collet Doue ! Petra eo lesqui, disesperi, arragi, blasphemi, eternelamant.

4.° Barados ! ô caërân guir !



PEDERVET INSTRUCTION.
Voar ar pes a dleomp da reçeo.

I Quentel.
Voar ar Sacramancho en general.

G. PEtra dleomp-nîn- da receo ?

R. Ar Sacramancho.

G. Petra eo eur Sacramant.

R. Eur sign visibl dimeus ar c’hraç invisibl instituet gant Jesus-Christ evid sanctifiân hon ineo.

E2