Pajenn:Catechis, 1815.djvu/68

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
Catechis



XII Quentel.

Voar ar pevar fin divoeân eus an den.

G. LEret din c’hoas eur remed excelant ous ar pec’het ?

R. Songeal aliès er pevar fin divoeân eus an den.

G. Pere eo ar pevar fin divoeân eus an den ?

R. Ar Maro, ar Jugeamant, an Ifern, hac ar Barados.

G. Petra eo ar maro ?

R. Eur separation entre ar c’horf hac an ine.

G. Leret-din ar voïen da gavet eur maro mat.

R. Condui eur vue vat.

G. Pet sort Jugeamant so ?

R. Daou sort, ar Jugeamant particulier, hac ar Jugeamant general.

G. Petra eo ar Jugeamant particulier ?

R. Ar setanç a ro Doue dan ine evel ma ve maro an den.

G. Petra eo ar Jugeamant general ?

R. Ar setanç public a brononço hon Salver d’an oll ên fin ar bed.

G. Leret din ar voïen da obteni neuse eur setanç favorabl ?

R. Dioual da varn den re vuan, hac en em varn hon-unan.

G. Petra eo an Ifern ?

R. Eur prison effroïabl carguet à bep sort tourmancho eternel.

G. Pehini eo brassân poan so en Ifern ?

R. Beân privet a voëlet hac a garet Doue da jamæs.

G. Leret-din c’hoas unan bennac à boanio an Ifern ?

R. Beân o lesqui corf hac ine ên pad an eternite.