G. Pet pec’het marvel so red evid beân daonet ?
R. Mervel gant unan epquen a so aoalc’h evid bean daonet.
1.° Pedi Doue d’hon preservi dious ar pec’het marvel.
2.° Evel ma santer beân coeet er pec’het marvel, ober un act à gontrition, ha covez quenta ma eller.
3.° Dioual ous ar pec’het veniel pehini a rent an ine lac’h a fragil.
XI Quentel.
Voar ar pec’hejo capital.
G. PEtra eo eur pec’het capital ?
R. Eur viç, eur goal habitud, hac ar sourcen à gals a bec’hejo.
G. Pet pec’het capital so ?
R. Seiz.
G. Pere int-y ?
R. Ourgouill, avariç, luxur, anvi, gourmandis, coler, ha diegui.
G. Petra eo an ourgouill ?
R. Un estim re vras ac’hanomp hon unan, hac a ra dimp meprisân ar re all.
G. Petra eo an avariç ?
R. Un attach direglet ous mado an douar.
G. Petra eo al luxur ?
R. Ar pec’het ifam dimeus ar impurete.
G. Petra eo an anvi ?
R. Un dristidigues deus à vad hon nessân, dre ma credomp on eus mui à verit evitân.