Pajenn:Catechis, 1815.djvu/65

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Treguer.



X Quentel.

Voar ar pec’het.

G. PEnos e torer Gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis ?

R. Dre ar pec’het, pehini eo brassân drouc so er bed.

G. Petra eo ar pec’het ?

R. Quement so a enep Gourc’hemenno Doue ha re an Ilis.

G. Petra eo ar pec’het originel ?

R. An hini a deu guenemp voar an doüar, evel bugale da Adam.

G. Penos e ve effacet ar pec’het originel ?

R. Dre ar Vadiant .

G. Petra eo ar pec’het actuel ?

R. An hini a gommettomp ac’hanomp hon unan.

G. En pet fæçon e c’heller pec’hi ?

R. En peder, dre sonch, dre goms, dre œuvr, ha dre omission.

G. Petra eo pec’hi dre omission ?

R. Manquout da ober ar pes so commandet.

G. Pet sort pec’het actuel so ?

R. Daou sort, ar pec’het veniel, hac ar pec’het marvel.

G. Petra eo ar pec’het veniel ?

R. Ar pec’het ne lem quet diguenimp graç Doue, mæs e diminui a ra.

G. Petra eo ar pec’het marvel ?

R. Ar pec’het a lem diguenimp graç Doue hac hon rent dign a boanio an Ifern.