G. Digant piou e teu autorite an Ilis ?
R. Digant Jesus-Christ.
G. Pet Gourc’hemen en deus gret dimp-nîn an Ilis ?
R. C’hoec’h principalamant, pere a dle an oll da c’hout.
G. Leret Gourc’hemenno an Ilis ?
R. Cleo devotamant pen-da-ben, etc. ((en fin ar c’hatechis).)
G. Petra gommand dimp-nîn ar henta Gourc’hemen, Cleo devotamant, etc. ?
R. Clevet an Ofern pen-da-ben dar Sulio ha dar Goëlio bers.
G. Petra eo an Ofern ?
R. Ar Sacrifiç dimeus a gorf hac a oat J.-C.
G. Petra signifi Sacrifiç ?
R. Un offranç gred da Zoue.
G. Piou a ofr ar Sacrifiç-se da Zoue ?
R. Jesus -Christ en em ofr e unân dre daouarn ar belec.
G. Jesus- Christ eta a so belec ?
R. Ya, beân eo ar belec principal, hac ar victim assambles.
G. Evid petra en deus instituet Jesus-Christ an Ofern ?
R. Evid represanti ha continui e Sacrifiç voar ar Groas.
G. Evid piou en em ofr Jesus-Christ en Ofern ?
R. Evid ar re veo hac ar re varo.
G. Un action gaër eta eo an Ofern ?
R. Ya, nen deus netra admiraploc’h en doüar hac en Eên.
G. Penos e tleer assistân en Ofern ?
R. Gant modesti ha devotion.