Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
Dious ar mintin, ha dious an noz.

Gourc’hemeno Doue.

1. Un Doue epquen a adori,
Ha dreist peb tra oll a guiri.

2. Doue en væn na doui quet
Na netra-all dimeus ar bed.

3. Ar Sulio Santel a viri
Evit Doue ma servigi.

4. Da dad, da Vam a henori
Evit pell amser ma vevi.

5. Muntrer ne vi ên nep fæçon,
Nac à effet, nac à galon.

6. Diouall ous al lubricite
Nac à gorf, nac a volonte.

7. Domach e bed da zen ne ri ;
Mar a c’heus gred, hast repari.

8. Guevier, na nep fals testeni
Mir birviquen na liri.

9. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
Nac en sonch vil nen em blichi.

10. Mado re all na desir quet
D’ho c’hemeret ep lealdet.

Gourc’hemeno an Ilis.

1. CLeo devotamant pen-da ben
Вep sul, bep Goël an Oferen.

2. Sanctifiân ri ar Goëlio
Voar ho heed, evel ar Sulio.

3. Coves da bec’hejo ep mès
Da viana bep bla ur voés.

4. Corf da Salver a recevi
En amser Basq ep differi.

5. Yun a ri an Daouzec deïo,
Ar c’hoarais, ar Vigilo.

6. Dar Voener quic ne zibri quet,
Nac ive da Sadorn nep pret.

Litanio Jesus.

KYrie eleïson.
Christe, eleïson,
Kyrie, eleïson.
Jesu, audi nos.
Jesu, exaudi nos.
Pater de Cœlis Deus, miserere nobis.
Fili, redemptor mundi Deus, miserere nobis.
Spiritus Sancte Deus, miserere nobis.
Sancta Trinitas unus Deus, miserere nobis.