Pajenn:Catechis, 1815.djvu/59

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Treguer.



VII Quentel.

Voar ar eisvet Gourc’hemen.

8. Guevier na nep fals testeni,
Mir birviquen na liviri.


G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an eisvet Gourc’hemen, Guevier na nep fals testeni, etc. ?

R. Difen a ra ouzimp ar guevier, ar fals testeni, an detraction, hac ar jugeamancho temerer.

G. Petra eo eur gaou ?

R. Eur guir contræl dar pès a songer, gant intantion da drompla.

G. Hac-ên so permettet a oëzio laret guevier ?

R. Salocroas, non pas memeus evid sauvetaat ar vue.

G. Hac-ên so pec’het bras douguen testeni faus ?

R. Ya, eur c’hrim eo, eur parjur, hac eur c’has reservet.

G. Hac-ên so obliget un test faus da repari ar gaou en deus gret ?

R. Ya, mar guell en nep fæçon.

G. Petra eo an detraction ?

R. Eur goal deodat injust, ha noasus d’an nessân.

G. En pet fæçon e c’heller detracti, pe drouc coms ?

R. En diou fæçon, en guir hac en gaou.