Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
Catechis


G. En pet fæçon e c’heller ober gaou ous an nessân ?

R. En teir fæçon, o tomagi, o laëres, pe о viret e dra injustаment.

G. Hac-ên so aoalc’h covessaat ar gaou a ve gred ous an nessân ?

R. Salocroas, red eo restitui mar gueller, pe veân daonet.

G. Pegouls eo red restitui ?

R. Quenta ma eller.

G. Piou so obliget da restitui ?

R. Quement hini so bet caus d’an domach.

G. Nac an Usuillerien ?

R. Obliget int ive da restitui dindan boan a daonation.

G. Petra eo an Usuilleres ?

R. Ar profit a denner eus ar prest.

G. Obliget omp-nîn ive da ober an aluson ?

R. Ya, peb hini erve e zanve ha necessite ar Paour.

G. Hac ar re baour da betra int-y obliget ?

R Da veân contant eus ho stad, eр cavet anvi ous ar re all, ha da bedi evit ar re a ro deze an aluson.

PROFIT.

1.° Explicân an obligation da restitui.

2.° Explicân da biou e tleer restitui.

3.° Disquoë an injustiç dimeus an Usuilleres.

4.° Disquoë an obligation da ober an aluson.

————