Pajenn:Catechis, 1815.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Treguer.

G. Leret ar pedenno dious an noz ?

R. Ma Doue, mên gred fermamant, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Ha n’a neo quet mat neuse laret Litanio ar Voerc’hes ?

R. Ya, eur beden excelant eo evid obteni eur maro mat.

G. Pehini eo ar guellan fæçon da ober ar beden dious an noz ha dious ar mintin ?

R. Ober anei ên commun.

G. Petra dleer da ober quent mont er guele ?

R. Quemer dour binniguet hac ober sign ar Groas.

G. Ha pa veer er guele prest da gousquet ?

R. Ober adarre sign ar Groas, ha laret : Ma Doue, mên recommand dec’h ma ine.44

PROFIT.

1.° Recommandi ar beden gommun.

2.° Aг guele a reprenant ar be ; ar c'housquet so un imach dimeus ar maro.

3.° Cousquet voar eur songoeson vad bennac.



TREDE INSTRUCTION.

Voar ar pes a dleomp da ober.

Explication a C’hourc’hemenno Doue.


I Quentel.

Préparation.

G. PEtra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pes so gourc’hemennet gant Doue, ha gant an ilis.