Pajenn:Catechis, 1815.djvu/48

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
Catechis.


G. Petra dleer da laret pa dremener eur Chapel ?

R. Laret : Mên ho ped Sænt ha Sænteset da veân ma avocadet.

G. Petra dleer da laret pa dremener eur Groas bennac ?

R. Mên ho salud, croas vinniguet,
Ha quement croas a so er bed,
Balamour dam salver binniguet
So bet er Groas crucifiet:

G. Petra dleer da ober pa glever an horoloch о son ?

R. Ober sign ar Groas, ha laret : ma Doue, reid din ar c’hraç no c’hoffansi jamæs.

G. Petra dleer da ober pa guesser ar Sacramant da un den clân ?

R. Mont gantân, mar gueller ; ha ma na eller quet, stouet dan daoulin da adori ar Sacramant, ha pedi evid an den clân.

G. Petra dleer da laret pa zon ar c’hlaz ?

R. Laret an De profondis, pe eur Bater evid an anaon.

PROFIT.

1.° An disteran рoan, an disteran maneur, a ell bean sanctifiet.

2.° Laret an Angelus teir gues bemde evid gonit an indulgeanç.

3.° Bean moderet en dibri hac en efan.


VII Quentel.

Pedenno dious an nos.

G. PEtra dle eur Christen da ober dious an noz ?

R. Ober e bedenno evel dious ar mintin.