Pajenn:Catechis, 1814.djvu/88

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


G. Pet seurt Pec’het Actuel so ?

R. Daou seurt ; ar Pec’het Marvel hac ar pec’het Veniel.

G. Petra eo ar Pec’het Marvel ?

R. Ar Pec’het a ra deomp coll graç Doue ha meritout an Ifern.

G. Hac ur Pec’het Marvel hepquen verit an Ifern ?

R. Ya, unan hepquen.

G. Petra eo ar Pec’het Veniel ?

R. An hini hor yena e carante Doue, hac hon dispos d’ar pec’het marvel.

C. Pe seurt poaniou a verit ar Pec’het Veniel ?

R. Meritout a ra poaniou temporel, pere a rencomp da anduri er bed-màkn pe er bed-all.




AN EIL QUENTEL.
Var ar Pec’hejou Capital.


C. Pet Pec’het Capital so ?

R. Seiz.

G. Pere int-ii ?

R. Orgouil, Avariç, Luxur, Avi, Gourmandis, Coler ha Diegui.

G. Perac int-ii hanvet Capital ?

R. Abalamour pep-hini anezo so ar Penn eus a gals a bec’hejou-all.