Pajenn:Catechis, 1814.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AN NAOVET CHABIST.
Var ar Pec’hejou.


AR GUENTA QUENTEL.


G. PEtra eo ar pec’het ?

R. Un desobeissanç da Lesen Doue.

G. Pet seurt pec’hejou so ?

R. Daou seurt so ; ar pec’het original hac ar pec’het actuel.

G. Petra eo ar pec’het original ?

R. Ar pec’het a zeu ganeomp var an douar, hac eus a behini hon Tad quenta Adam en deus hon rentet coupabl.

G. Pe seurt drouc en deus tennet varnomp-ni ar pec’het original ?

R. An ignoranç, an inclinacion d’an drouc, miseriou ar vuhe-màn, hac an necessite da vervel.

G. Petra eo pec’het actuel ?

R. Ar pec’het a gometomp hon-unan dre hor volonte propr, goude an usach a ræson.

G. E pet fæçon e commeter ar pec’het actuel ?

R. E pemp fæçon. O sonjal, o tesirout, o lavaret pe oc’h ober an drouc, hac o lezel ar mad.