Pajenn:Catechis, 1814.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


goull alies oc’h Doue ar c’hraç da guenderc’hel ha da greaat er Feiz. An eil, pellaat dioc’h ar re so capabl dre o goall gomsou da noasout d’hor Feiz. An drede, diouall ne lennemp Lêvriou capabl da rei deomp un douetanç bennac var ar Feiz.




AN EIL QUENTEL.
Var an Esperanç.


G. PEtra eo an Esperanç ?

R. Un donæson digant Doue pehini a ra deomp esperout, dre veritou Jesus-Christ, graçou Doue er bed-mân hac e Varados er bed-all.

G. Ha necesstr eo an Esperanç ?

R. Ya, hep an Esperanç, n’ellomp quet beza salvet.

G. Ha ni so obliget d’ober alies Actou a Esperanç ?

R. Ya.

G. Grêt un Act a Esperanç ?

R. Ma Doue, me esper digant ho madelez, dre veritou Jesus ma Salver, ho craçou er bed-màn, hac ho Parados er bed-all.

G. E pet fæçon e pec’her a henep an Esperanç ?

R. E diou fæçon, dre bresompcion ha dre zisesper.