Pajenn:Catechis, 1814.djvu/83

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


G. Petra eo [ar] Bresompcion ?

R. Ed em fiout re var madelez Doue, pe cahout re a fianç en e nerz e-unan.

G. Petra eo an Disesper ?

R. Coll esperanç da veza pardonet pe da veza salvet, ar pez a ra un injur vras da Zoue.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Garante.


G. PEtra eo ar Garante ?

R. Un donæson digant Doue pehini a ra deomp caret Doue dreist pep tra abalamour dezan e-unan, hac hon Nessa eveldomp hon-unan, abalamour da Zoue.

G. Petra eo caret Doue dreist pep-tra ?

R. E garet mui evit hor madou, hor c’herent, hor buhe, ha beza disposet da vervel quent evit e offanci.

G. Ha ni a ell beza salvet hep ar Garante ?

R. Salocraç, hep ar Garante n’ell den beza salvet.

G. Petra eo caret hon Nessa eveldomp hon-unan ?

R. Desirout ha procuri dezan, hervez hor galloud, ar memes mad evel deomp hon-unan.