Pajenn:Catechis, 1814.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Catechis.


R. Setu amàn darn anezo : Doue so eternel, ema e peb lec’h, guelet a ra oll, crouet en deus quement tra so, hag o gouarn oll.

G. Perac e leveret-hu eo Doue éternel ?

R. Rac n’en deus bet biscoas commançamant, na birviquen n’en devezo fin.

G. Petra ententet-hu pa leveret ema Doue e peb lec’h ?

R. Me entend ema Doue en En, en douar, hag e quement lec’h so.

G. Petra ententet-hu pa leveret e vêl Doue peb tra ?

R. Me entent e vêl assambles quement tra so bet, a so, hac a vezo ; hag e vêl en hor c’halonou ar sonjou muya cuzet.

G. Perac e leveret-hu en deus Doue crouet pep tra ?

R. Rac m’en deus grêt eus a netra an En, an Douar, ar C’horfou, ar Sperejou, quement tra a velomp , ha quement ne velomp quet.

G. Evit petra och-hu crouet gant Doue, ha laquet er bed ?

R. Evit e anaout, e garet, e servicha, ha gounit dre ar voyen-se ar vuhe eternel.

G. Perac e leveret-hu e c’houarn Doue pep tra ?

R. Rac ma eo Providanç Doue a gundu