Pajenn:Catechis, 1814.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
Catechis.

pep tra, ha ne arru netra nemet dre e volonte, pe dre e bermission.

G. Pere eo ar principala Misteriou eus ar Feiz ?

R. Mister an Dreindet, Mister Incarnacion , ha Mister ar Redempcion.




An Eil Guentel.
Var Mister an Dreindet.


G. PEtra eo Mister an Dreindet ?

R. Un Doue hepquen e tri Ferson, an Tad , ar Map, hag ar Speret-Santel.

G. An Tad hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Ar Map hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Ar Speret-Santel hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Ha tri Doue int-hi ?

R. Salocraç, an tri Ferson-se ne dint nemet un Doue hepquen.

G. An Tad, ar Ma, hag ar Santel, hag-hi so ur memes Person ?

R. Salocraç, an Tad ne deo quet ar Map, ar Map ne deo quet ar Speret-Santel, hag ar Speret-Santel so distinguet eus an eil hag eguile.

G. An Tad hag-èn so brassoc’h, gal-