Grit eur pec’het marvel ebquen,
M’ar en nac’hit, pardoun biquen.
Eus a eur remed immanquabl
E rit eur poëson detestabl,
Hac e creis sourcen ar vuez
Et caffot ar maro memes.
Ho confessor ganeoc’h tromplet
Oc’h absolvo hep douet ebet ;
Mæs Doue a vel found ar galoun
A goundaono ho tromplæsoun.
It, a lavar ar C’honfessor,
An êe so bremâ deoc’h digor ;
Allas ! d’an ampoent dourn Doue
A zo o serra dôr an êe.
P’ouc’h deut da gôves, hoc’h Æl mad
A yoa oc’h en em laouenât ;
Allas ! goude ho sacrilaich
Leun eo a goler, a outraich.
An diaoul a yoa bet nec’het
Gant aon ne ranc-che quit tec’het ;
Mes bremâ emâ adarre
Loget disourci en e grê.
Cuzet eo e creis ho caloun
Gant ho teaud gaouyat ar poesoun,
Ha chanchus bras eo ma choumo
Cuzet ennâ bete’r maro.
Ar spount en deus oc’h encrezet,
Ar vez e deuz ho counezet ;
Ne raïnt, eleac’h diminui,
Nemet cresqi mui-ouc’h-mui.
O c’hortos caout occasion
Eur Retret, pe eur Mission,
Da zisculya ho crim nac’het,
C’hui a varvo en ho pec’het.