Pajenn:Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale.djvu/131

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
125
Canticou spirituel.


Evel ur medecin ;
Evel ur mestr divin
E vag, e tom va ene. Meulomp.

Scuill a ra en abondanç
E c’hraç bep heur varnòn ;
Ha goeled va c’halon
A choas evit demeuranç. Meulomp.

Em plaç, meulit, peb mouez,
Un Doue quen tener,
Dìn e teu da ober
Bep deiz faveuriou neves. Meulomp.

E vadelez am zupport,
E speret am c’helen,
E c’henet am zurpren,
E garantez am zransport. Meulomp.

Va zreti ra gant douçder
Dre e c’hraç hon pare,
Dre e vertuz hon cre ;
Caret hon gant va Zalver. Meulomp.

Doue eo va c’harantez,
Én a zo va souten,
Va oll vad souveren,
Ha va gloar, ha va buez. Meulomp.