Pajenn:Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale.djvu/132

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
126
Canticou spirituel.



AN ACTOU.
Var an ton gallec : Qu’en dira-t-on.


Act a Feiz.


Cridi a ràn
Quement a ordren din an Ilis,
Cridi a ràn ;
Rac ar virionez he-unan,
Un Doue guirion a revel dizi,
Quement a ordren dìn da gridi,
Cridi a ràn.


Act a Esperanç.


Me a esper,
Va Doue, ho craç, hoc’h eürusdet,
Me a esper,
Rac ne deot qet enep ho quer ;
Pa oc’h eus hi bet dìn prometet,
Pa zint gant Jesus dìn meritet,
Me a esper.


Act a Garantez.


Ah ! me ho car
Dreist qement so tout, ô va Doue !
Ah ! me ho car,
Dre ma zouc’h mad ha leun a c’hloar ;
Caret a ràn va nessa ive
Abalamour deoc’h, ô va Doue !
Ah ! me ho car.

*