Pa istimeur nebeuta
E dy so goulloet.
D’am zy à zaou valheur
Ma ranquen choas unan,
Tan goall, pe ur mezyeur
Me choasse quent an tan :
An tan goall en devoro,
Ha te, mezyeur, en debro ;
Mein, ludu, fount va zy
Varlec’h an tan a gaveur ;
Var da lerc’h te trezenneur,
A veac’h e choum al ly.
Daou zervez goud’an tan
En deus great va ruïn,
Ha me siouas ! paour-glan,
Me gousco dichagrin.
Ur mezyer endra bado,
A raï chagrin din ato :
Aneval diræsoun,
Lounca’raï va oll danvez ;
Va goal-dreti didruez,
Ha ranna va c’haloun.
Pebez croas, va Doue,
Eo sord grec ur mezyeur !
Tud queiz, e vugale,
C’hui so trist ho malheur !
Caer oc’h eus poanya, espern,
Suna’ra mel oc’h esquern,
Gant ho coad eo ruzyet
Ar guin a ev ar gourmant ;
Ho substanç antièrament
So gantâ devoret.
Nebeut eo coll danve,
Preciussoc’h tensor