Oll joaüsdet ar bed-mâ zo ber, dister, tromplus ;
Roit din ûr joa guinidic à boull calon Jesus ;
Ha m’am pigno d’he sourcen, roit evit appui din
Ar c’hraç à berseveranç da viret na guezin.
Neuze me raï eur guentel dre squer ha dre bropos ;
Me zesquo d’ar bec’heurien oc’h henchou deiz ha nos ;
Ar re muya obstinet a zui dren em grenna,
Da squeï var boull o c’halon, d'en em gonvertissa.
Va Doue Jesus,va Salver, va c’horf ha va speret
Zo bemdez en un duel dangerus din meurbet ;
Liquit justiç entrezo, grit ma vevint e peoc’h ;
Ha me gano mil bennos, ha mil meuleudi deoc’h.
N’emeus na graç na faveur da gomps en ho presanç,
Mès, Autrou, c’hui oc’h unan a rai va eloquanç,
Digorit va muzellou, desquit d’am zeaud ar stur,
Ha nemet en oc’h enor biquen ne remu sur.
Ma ve question à vadou, d'ar re ma zoun perc’hen,
Emaïnt evit sacrifiç e creis ho courc’hemen ;
Mès nequet eno emâ ho cuir blijadures,
Ny hon-unan a glasquit, ha non pas hon danves.
Ar sacrifiç a guirit ne de quet un eugen,
Mès un ene anflammet da ober pinigen,
Ur galon leun à c’hlac’har d’ho peza offancet,
Ha leun à humilite a receffot bepret.
Digorit ho madelez, digorit ho touçder,
D’hor mam santel an Ilis, hi eo ho pried quer ;
Laquit ar feiz da gresqui, ar garantez da ren,
Ma vevimp oll dizanger dious hon adversourien.