C’hui a oar oun concevet e sourcen ar viçou,
Hac edon quent er pec’het eguet em maillurou,
Va mam abars va guenel, ous va c’honceo hepquen,
He deus furmet assambles ûr pec'heur hac un den.
Var qemen-se gouscoude n’en em excuzan quet ;
Me dlie oc’h anaout guirion ha just bepret ?
Gant cals à sclerigennou na roit quet da re all,
M’emeus en em gunduet, siouas ! e guis un dall.
Autrou, c’hui am arrouzo gant ûr spars precius.
C’hui, am goalc’ho gant ar groas soubet e goad Jesus ;
Hac evel-se me vezo dirazoc’h, a dra sur,
Cals guennoc’h eguet an erc’h, hac ê guen dre natur.
Va c’halon gant ar c’hêlou a vezo consolet.
Eur joa vras e devezo o veza pardonnet :
Tridal a raï, ha pelloc’h e tesquo beza fur,
Goude beza bet mantret gant mil displijadur.
Distroit, distroit ho pisach divar va offançou,
Liquit-hi en ancounac’h dre oc’h indulgeançou,
Mar ho pez sonch anezo, n’ho pezet sonch nemet
Evit ober Goulyou d’o beza effacet.
Chenchit à gren va c’halon, rentit-y pur ha neat,
Ma queffot enny ato un diguemer dereat ;
Roit din ur speret nevez a vezo eün ha crê,
Da gass e songezonou rac enep en ho re.
Var bep tra, me o suppli, accordet din ar c’hraç
Na deuot biquen d’am zeuleur eus à zirac ho faç,
Na da lamet ar bresanç eus ho speret santel,
Digant nep na hell hep-tân ho servicha fidel.