Savit, savit, tud varo,
Oll d’ar varn general ;
Deiz an Autrou so hyrio,
Ne deus mui da c’hedal.
D’an ampoent evel un tenn,
An oll ressucitet,
Quer prount hac al luc’heden
A sa-soun zo savet ;
Ar c’horfou pur ha santel
Zo meurbet glorius ;
Siouas ! ar re griminel
Zo vil, horrubl, fleryus.
D’ar mêmès moment ive
Var un trôn a c’hloar,
Chetu leun à vajeste
Jesus-Christ en ear ;
Araoc an tron e c’havanç.
Ar groas meurbet brillant,
Varlerc’h è rejouissanç
Un arme triomphant.
Diouc’h-tu an oll dud salvet
Tennet gant an Ælez
A vesq an dud reprouvet,
Zo placet a gostes ;
A zeou em’an dud fidel
Evel dénved docil ;
A gleiz an dud reprouvet
Zo evel bouc’het vil.
O Doue, pebez ran-galon !
Cruella disparti !
A zaou zen, à zaou vignon
Bet’en er mêmès ty ;
A ziou c’hoar, à zaou bried,
Tad, mam, ha bugale,