Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
VI

hanni n’en doè rédet get muïoc’h a herr d’er brezel, d’er galù ketan ag er vro :

« Kent pell e vinn él lahadeg. - Peh arouéieu zo ar me zal ? Ha guélout e rinn ha zevé, bléad neué ?

« Ha petra vern ? abred pé deuéhat, a pe sonno en eur de vont devad en tad, leuén hé inn. Jésus oer dihuz mameu.

« Bléad neué, bléad brezel ! Reveès beniget, nag e tigassehes én ha vantell, get en neuéhan eit er béd, er marù evidonn.

« Petra é marù unam pé kant pé marù kantmil ? Ar lerh ma vo béù ha klodus er vro, ar lerh ma kendalho er ouenn ?

« A pe varuinn, laret er pédenneu, ha beiet mé èl me zadeu, troeit me zal doh en énebour ».