Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
V

nag el léheu arall a ziverr-amzer. Tolet ha didolet herùé é gonzeu e-hunan, èl ar ur mor koumek, lan a gerrek kuhet, klasket en doè énon inizi eùit turul en éhour ha stagein é vag doc’htè, eùit lakat de boéz un herrad é gorf hag é spered prest de zihuigein. Teir ag er ré en doè kavet e garè dreistoll hag e zarempredè : Iniz er beurion, de lared é, Iliz Intron Varia en Treheu (Notre-Dame-des-Victoires) ; Iniz er Broadeu : Iliz er Galon Sakret (l’Eglise du Sacré-Cœur) ; Iniz en Eled : Chapel er Veneadezed (la Chapelle des Bénédictines de la rue Monsieur).

Mar en doè Kalloc’h gloestet é vuhé de Vrèh-Izél, prest e oè ehué d’i aberhein eùit-hi — aon é bet nen doè rog er marù : deusto ma drouksanté e oè tonket dehon kouehell ken pell ar en èrva,