Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

da eneb, lez eno da brof dirag an aoter ha kea da genta da en em unani gant da vreur, ha goudeze e teui da ginnig da brof.

» En em glev buhan gant ar gostezen-eneb epad ma emaout en hent ganthi, gant aon n’as lakafe ar gostezen-eneb etre daouarn ar barner, ha n’as lakafe ar barner etre daouarn ar bourreo, ha ne vez taolet er prison. E guirionez, me a lavar d’id, ne d-i ket er meaz ac’hano, beteg m’as pezo paet an diveza liard. Guelloc’h en em glevet gant an nessa er vuez-man eged beza taolet er purgator.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret d’ar re goz : na ri ket avoultriach, ha me a lavar d’ehoc’h : an neb a zell ouz eur vaouez gant ioul fall hen deus great dija an avoultriach en he galon. Ma ’z eo da lagad deou eun abeg pec’hi evidot, tenn ha stlap anezhan diouzid, rag guelloc’h eo d’id ez afe da goll unan deuz da izili eged na ve taolet da gorf a bez en ifern. Ha ma ’z eo da zorn deou eun abeg pec’hi evidot, troc’h ha stlap anezhan diouzid, rag guelloc’h eo d’id ez afe da goll unan deuz da izili eged na ’z afe da gorf a bez d’an ifern. Ar pez a garer ar muia, ma ’z eo penn-caoz d’ar pec’hed, a ranker da guitaat evit savetei an ene.

» Lavaret a zo bet great : an neb a gass kuit he bried a dle rei d’ezhi eur scrid a zilez. Ha me a lavar d’ehoc’h : an neb a gass kuit he bried, nemet p’he deus great eun avoultriach, a lak’ anezhi da veza avoultrerez, hag an hini a gemer ar pried dilezet a zo avoultrer. An neb hen deus eur pried avoultrerez a c’hell en em zispartia evit ato diouthi gant aotre an